北京两大公交立体停车楼齐开工 他国大型公交停车场一览
Victor Guilmer, 1836 (p. 315-318)
Pe seurt santimanchou benac hor be ac’hanoc’h, ? Guerc’hes sacr ! ne egalint james ho crandeuriou.
Atao e vezint (ar re-щa) dreist an oll ideou a elfemp da gaout аnezo.
Evit parlant dignamant ac’hanoc’h, e ve ret rei da gompren ar pes a so a vrassa goude Doue, ar pes a so a admirapla e gra?, e perfection, e puissan?, e gloar.
Ac’hanoc’hui,eo gant Jesus. Ma n’en em asten qet davantaich var ho meuleudiou an aviel pehini a barlant eus ar viriones-se, er r?son a guement-se eo ma ze aoualc’h ar guer-se ebqen evit servichout da fondamant d’an oll meuleudiou a aller da rei deoc’h.
Ho qalite a vam Doue n’en deo netra nebeutoc’h eguet un espe? allian? gant an Doue souveren.
An effet eus ar gallte a vam Doue a so tostaat, muia ma zeo possubl, oc’h ar galite memes a Zoue.
An espe? divinite-se he deus great deoc’h contracti gant Doue un allian? particulier, dre vertus pehini oc’h deut da veza merc’h an Tad, mam ar Mab, pried ar Speret-Santel, er fe?on admirabl-se pehini ho tisting dioc’h an oll grouadurien-all, ha dre vertus an allian?-se e zoc’h veritablamant rouanes ar bed-oll, rouanes an evou.
Lavaret eo ganet Jesus a Vari, a so lavaret ne vel Mari nemet Doue dreist-hi.
O Guerc’hes ha mam ! an hini eus an ?les pehini a basse an ?les-all e gra?ou hac e perfectionou, ne all beza nemet e renq ho servicherien, qement a so a zistan? etrezoc’hui hac hen.
Jugi a ran eus ho crandeur dre c’handeur ho mab, pehini, necess?rement, a goues varnoc’h. Dre excellan? ar mab ec’h anaveser excellan? ar vam. Compren a ran eb poan penaus ar galite a vam Doue a so ar pencaus eus ar gra?ou a bere eo pliget gant Doue ho carga, eus an oll brivilachou hac an oll distinctionou dre bere en deus qemeret plijadur ous oc’h enori.
Compren a ran penaus, e qalite a vam Jesus, oc’h eus un espe? guir var an oll densoriou a c’hra? a bere Jesus a so ar m?str, hac eur pouvoar absolu a intercession en e guever.
Compren a ran penaus certen lezennou general, punitionou eus ar c’henta pec’het, n’o deus qet dleet sellet ous mam Doue, mam qen dign a garantes, mam qen caret, destinet qen expres, dre eur choas eternel, d’er beza.
Compren a ran penaos, o veza roet da Zoue ar vues-se dre behini en deus hor prenet, e veritit douguen an titr a redemptoures, eb ober tor ebet gouscoude d’or redemptor uniq, ha veritabl qalite pehini ne gonven, evit parlant just, nemet ous ho mab Jesus.
M?s compren an oll huelder eus ho tignite ! ah ! peb tra a so qer bras e mam un Doue, pehini ar Seraphinet ho-unan en em gontant da admira !
Oc’h-unan, ? Guerc’hes mam ! e presan? ho qiniterv santes Elisabeth, e laqejoc’h qement en devoa great Doue evidoc’h er c’homsou-ma : An Oll-c’halloudec en deus great em faveur bursudou bras.
Нac an ilis, en despet d’ar garantes he deus evidoc’h hac an ardeur he deus da brocuri ho cloar, a so contraign da amzao penaus, pe gonsider oc’h eus douguet en ho corf santel, an hini ne alle qet an evou da gompren, ne voar pe seurt comsou da implija evit publica ho meuleudiou.